Etre ar Faou ha Landerne 2 a viz Meurzh 2009 (St Gwenole)



ETRE AR FAOU HA LANDERNE 3/03/09 (Gouel sant Gwenole)




Evit degas keleier pe klokaat ar renabl : tgwilhmod@xxxxxxxxx

Ret e vo d'al lec'hienn dilojañ. Klask a ran unan bennak gouest da
sevel ul lec'hienn nevez, aes da neveziñ.N'on ket gouest d'ober war-
dro !...Klask a reomp eta tud a youl vat da sevel ul lec'hienn
internet dereat ha dre vras da ziorren “Etre ar Faou ha Landerne” da
ober anezhañ ur benveg efedusoc'h e servij holl vrezhonegerien an
tolead. N'eo ket tre ur gudenn arc'hant (goulenn sikour arc'hant a
c'heller digant “Ar Redadeg 2010” http://tiarvro.poleouest.com/index_fr..php?id=667
da skouer)

Evit netra eo “Etre ar Faou ha Landerne”. Da 148 den pe familh eo bet
kaset ar postel-mañ.




T. Gwilhmod

Renabl war ar brezhoneg "Etre ar Faou ha Landerne" :

http://kannadig.chez-alice.fr/etrearfaouhalanderne/




KINNIG0U-LABOUR : http://www.ofis-bzh.org/bzh/actualite/emplois/

- Kêr Landerne : http://www.ville-landerneau.fr/index.php?rub=la_ville_recrute

(klikañ war “Mairie”, ha goude se “La ville recrute”.)

- Klask zo war ur vagerez vrezhonegerez o chom etre Brasparzh hag Ar
Releg-Kerhuon (Brasparzh, Kimerc'h, Ar Faou, Daoulaz, Lopereg,
Plougastell pe Releg-Kerhuon) adalek miz even evit ober war-dro ur
plac'hig a vo neuze 5 miz. Pgz : 06.07.84.40.54 pe arzhig@xxxxxxxxx




KELEIER MAT...HA FALL EVIT AR BREZHONEG EN TOLEAD :

Troioù-kaer BLAKE HA MORTIMER, ha fiñvskeudennoù evit ar vugale war
brezhoweb : http://www.brezhoweb.com/?mode=actu


lec'hienn brezhonek Rann barzh “Breizh” (lodenn ar paour, petra 'ri ?!)
http://www.bretagne.fr/internet/jcms/j_6/accueil


deuet 'maez gant TES enrolladennoù Blaz Produktion Landerne gant ur
priz dereat-
kenañ : 30 € evit 5H30 a video, istitlet penn-da-benn e bzg koulz hag
e glg.Lod eus an dud e brezhoneg hor c'horn-bro.


http://www.melldudi.com/index.php ul lec'hienn e brezhoneg da ginnig
c'hoarioù e meur a yezh


http://www.freecol.org/ . Ur stumm azasaet eus ar c’hoari hollvrudet «
Colonization – Civilisation » a gas ar c’hoarier da vare aloubidigezh
Amerika er XVvet kantved... e brezhoneg !


http://www.warhabreizh.com/viewtopic.php?t=390 ur forom “c'hoari
rolloù” e brezhoneg gant brezhonegerien yaouank eus Landerne


http://gwadargranared.blogspot.com/ lec'hienn ul levr war ober gant ul
Landernead : Istor ar Granared, ar Familh Kranar..


http://bedbrezhoneg.free.fr/forom/index.php ur forom evit ar re
yaouank


http://tiarvro.poleouest.com/index_fr.php?id=667 Evit ar re a glask
arc'hant evit kas war-raok ar brezhoneg


Stumdi : Staj brezhoneg dre soubidigezh war enez Eusa




(ho kemennadenn amañ...)

(trugarez d'ar re a zegas keleier p'o devez tro...)




DA LAKAAT WAR HO TEIZIATAER :




Sadorn 7 diouzh ar mintin : Dorioù digor skol Diwan Tremaria-Landerne.




sadorn 07/03/09 Fest-Noz Div-Yezh Plougastell en Avel Vor ;




Sadorn 7 a Viz Meurzh 09, “Ar Skrivadenn” 'vo er sal Ti Kêr An Ospital
adale 2 eur goude merenn.




Sadorn-Sul 14 ha 15 a viz Meurzh : FOAR BIO DIWAN LANDERNE 9 eur- 18
eur




Sul 15 a viz Meurzh Oferenn divyezhek e Sant-Houarzhon Landerne (ha
n'eo ket e Sant Tomaz) da 10 eur 30.




D'ar gwener 20 a viz Meurzh, e Loperc'hed, sinadur ar Garta “Ya d'ar
brezhoneg” gant kumun Loperc'hed, da 17 eur 30. Diskouez a ra evel-se
Loperc'hed ur youl da gas war-raok da vat ar brezhoneg ha da reiñ
dezhañ muiuoc'h a blas er vuhez publik.




Lidet e vo "20 vloaz Div Yezh Landerne" war an ton bras :

d'ar sadorn 21/3/09 da 9e noz betek 3e e St Ernel / Landerne e vo
kinniget ur FEST NOZ BRAS gant "Les Ramoneurs de Menhirs/ Breudeur
Morvan/ Kistinig Band/ Launay / Savidan Robin / Suignard / Lintanff/
Maneg Tort/ ha bugale ar skol Jules Ferry"

d'ar sul 22/3/09 : da 2e30 e St Ernel / Landerne Sonadeg gant Jean Luc
ROUDAUT ha FILMOU BERR graet gant skolajidi ha liseidi an hentenn
divyezhek publik

d'ar yaou 2/4/09 da 6e noz e St Ernel / Landerne TEATR gant bugale ar
skolioù divyezhek hag "Ar Vro Bagan"




sul 29/03/09 Fest-Deiz gant Eol an Noz - Familh Le Gall Sevenadur
d'an Oll Plouedern sal Steredenn (21eur)




KEMENNOU ALL, INGAL :




Bep Merc'her Oferenn da 6 eur abardaez e Trelevenez, oferenn an deiz
er Vinihi.




Bep Merc'her kaozeadenn e Landerne, adalek 20 eur 30, er Pub “Keltia”
war Bont Rohan, e vez kinniget ur gaozeadenn vrezhonek da sikour ar re
o deus ezhomm da vont war-raok gant ar yezh. Kaset eo en-dro gant “Div
Yezh Landerne” ha digor eo d'an holl.




Bep Merc'her kentañ ar miz e Loperc'hed (Levraoueg) : Lennadenn evit
ar vugale evit plijadur ar re vihan hag ar re vrasoc'h... etre 10 e 30
hag 11 eur.




Bep yaou (nemet pa vez ehanoù-skol) : Kentelioù Istor Breizh etre 18e
30 ha 20e er sal Steredenn e Loperc'hed. Titouroù : 02 98 25 10 72.




Bep sadorn Oferenn da 6 eur e Minihi Trelevenez etre an Hollsent ha
Pask ha da 7 eur etre Pask hag an Hollsent.




Bep eil sadorn ar miz, Pred digor d'an holl (n'eo ket dav lakaat e
anv) e Minihi Levenez Trelevenez goude an oferenn.




KEMENNOU ALL, DIWEZHATOC'H :




Trelevenez, sizhunvezh santel er Vinihi : Yaou Gamblid 9 a viz Ebrel
da 8e30 noz ;

Gwener ar Groaz 10 a viz Ebrel da 8e30 noz. Nozvezh Fask d'ar sadorn
11 a viz Ebrel gant badeziantoù re yaouank da 9e30 noz en iliz-parrez.




26 a viz Ebrel 2009 da 3e gm Ar Vro Bagan a c'hoario Ar Roue Ubu.
Bountet eo an tad Ubu gant e wreg ar vamm Ubu da uhelaat er bed.
Drouklazhañ a ra roue… Ar Roue UBU a zo troet diwar oberenn Alfred
Jarry « UBU-Roi » . E lise Roazhon eo en deus kroget da skrivañ e bezh-
c'hoari brudet bras o kemer unan eus e gelennerien da skouer. Ur freuz
bras a voe e Pariz d'an 10 a viz mae
1896 pa voe displeget ar pezh evit ar wech kentañ. Pismigañ a ra ar
galloud, ar brezel, ar relijion.

Sal : Avel Vor Plougastell

D'ar Meurzh 16 a viz Mezheven : Abadenn c'hoariva gant Bugale
Atalieroù c'hoariva ar GAC goude ar skol (bez e vo dreist-holl
sketchoù gallek ha lod e brezhoneg eta)
Ur raktres klasoù publik Divyezhek a zo en Hañveg Kerangoff 29 460
Sant Alar

02 98 83 20 37 fanch.div.yezh@xxxxxxxxxxx




KEMENNOU ALL, PELLOC'H :




Sizun, 8 a viz Meurzh, 10 eur hanter, Oferenn




Sadorn 14 a viz Meurzh Ar Releg, skolaj Diwan : Dorioù Digor diouzh ar
mintin




d’an 22 a viz Meurzh goude lein er sal KERJEZEKEL e Lesneven e vo un
abadenn evit ar vugale « Peskig-Ebrel » Dibabet eo bet ivez ober ur
saloñs hag a ziskouezo ar pezh a vez graet e brezhoneg evit ar re
yaouank (levrioù, stajoù hag all).

#




27, 28, 29 a viz Meurzh 2009 da 8e30 gm Ar Basion Vras gant “ Ar Vro
Bagan” Leurennet gant Goulc'han Kervella. Sonerezh gant Christian
Desbordes Gant laz-kanañ Penn ar Bed.… e iliz Plougerne.




Gwineventer: Oferenn d'ar sadorn 28 a viz meurzh, 6e abardaez


Landivizio: Oferenn d'ar sul 26 a viz ebrel, 10el/2, oferenn
“Breizhtival”




E miz mae, er Folgoad, Oferennoù ar "Pemp sul", da 10 eur d'an 3, 10,
21, 24 hag 31 a viz mae, ha d'ar sadorn 16 da 6eur d'abardaez e-lec’h
d’ar sul.




Iliz-Veur Kastell-Paol Oferenn d'an 10 a viz mae




Lambader Plouvom: Oferenn d'ar sul 31 a viz mae.




KEMENNOU ALL, PELLOC'H HAG INGAL :

- bep kentañ sul ar miz, baleadenn gant Kelc'h breizhek Brest : emgav
da 13 e 30 war parking Lise an Harteloire e Brest

- bep meurzh da 20 eur e Ti ar Vro Lesneven (sal Glycine) e vez
kaozeadennoù brezhonek. Titouroù : 06 08 24 80 26, 02.98.83.30.41 pe
tiarvroleon@xxxxxxxxxx

- bep eil merc'her eus ar miz, adalek teir eur e sal Jacq Henvig,
abardaevezh e brezhoneg en-dro d'ur banne kafe ;

- bep trede yaou ar miz 18e30-20e, e ti Sked Brest, emgav gant ur
skrivagner

- d'ar sadorn div wech ar miz d'an ostaleri Sked evit da eskemm gant
brezhonegerien.ur banne kafe ha gwastilli. Diwallit : kregiñ a raio an
emgav da 11 eur ar bloaz-mañ

- Kaozeadennoù bep Sadorn e Levraoueg Plouzeniel (10h30 - sal Le
Breton). 02.98.83.62.44gant Plouzeniel Bepred (ne vez ket e-pad ar
vakansoù bras)




AMAÑ HO KEMENNOU PERSONEL, KINNIGOU LABOUR HAG ALL .... da skouer:
traoù da werzhañ, da feurmiñ, klask war ul labour, babysitter,
servijoù, menajoù pe er c'hontrol kinnig servijoù... e brezhoneg.

BABIGSITTER emaon o chom e Sant alar etre parrez Hañveg ha Sizun. 06
79 86 91 97.

Daoust hag eñ e c'hellit “Kenweturiñ” ? : amañ e c'hellomp lakaat ho
kinnig.

TRAOU DA LENN EVIT NETRA "Paotred an ognon", "An Tri Aotrou", holl
levrioù "Ar vuhez kristen Rosko". Niverennoù ar gelaouenn Imbourc'h
ivez. tgwilhmod@xxxxxxxxx

Piv en defe c'hoant da blantañ un toullad gwezennigoù derv ? Da reiñ,
evit netra evel-just, 20 plantenn. Ment : 0.50 m"
jlmonot@xxxxxxxxxx ; 0622093514.

« Chom a ra ganin un toullad brav a gasedigoù « A-hed ar c'hantved » ,
pennadoù-kaoz filmet gant tud eus a bep korn e Treger, Kerne Uhel,
Gwened, teir c'hasedig eta, da REIN da lennerien EAFHL (Etre Ar Faou
Ha Landerne !) m'o deus c'hoant. » krisbraz@xxxxxxx




ho kemennadenn brevez amañ...


DA OUZHPENNAÑ ER RENABL :

Kevredigezhioù hervez lezenn 1901 o deus un anv brezhonek e
Plougastell :

Div Yezh Plougastell (e Landerne ha Daoulaz ivez)

(...)




Trugarez vras d'ar re a zegas o zammig skoazell da greskiñ ar renabloù
war gement tra a denn d'ar brezhoneg "Etre ar Faou ha Landerne".
Skrivañ deomp: tgwilhmod@xxxxxxxxx




Evit degas keleier pe klokaat ar renabl : tgwilhmod@xxxxxxxxx

Ret e vo d'al lec'hienn dilojañ. Klask a ran unan bennak gouest da
sevel ul lec'hienn nevez, aes da neveziñ.N'on ket gouest d'ober war-
dro !...Klask a reomp eta tud a youl vat da sevel ul lec'hienn
internet dereat ha dre vras da ziorren “Etre ar Faou ha Landerne” da
ober anezhañ ur benveg efedusoc'h e servij holl vrezhonegerien an
tolead. N'eo ket tre ur gudenn arc'hant (goulenn sikour arc'hant a
c'heller digant “Ar Redadeg 2010” http://tiarvro.poleouest.com/index_fr..php?id=667
da skouer)

.