Peùar aerouantig a ra fentusellou 23





Azeet dirag an daol, ind a gaoje dousig, nameid ur hast ged unan hag a
vo he hliant marteze. Ind a gaoj diarbenn ar priz, e chonjas Larry.
Gweh erberd eraog n’en-doe ket gwelet an den-ze ged ar breh trohet,
hag en em houlenne piou a vehe àr an hani ‘ral er gwele. Ne dle ket
boud êz ged ur mateh-breh
Howie Cantrell a zo e ano gwir, e laras Shanahan dousig. Ean a oa d’ar
Goall-dech e Philly, se zo gwir. Hweh vle zo, ean a zo deuet boud eun
tammig foll. Skoet en-deus gisti, ha da heul en-deus prezeget dehe ar
salvedigeh. Skoein gisti ne zeranje ket kalz polis a Philadelphia.
Goahoh e hoarveh da Vrigadenn ar Goall-Dech. Med ur sort beleg er
Servij ne blije ket d’ar pennou-braz. Neuze ind o-deus ean degaset
d’ar psikologed, o-deus disklêriet labourad ged ar gisti en-doe ean
stresset. Laket en e leve ged ar pansion a-beh, Howie zo eit da getan
e Boston, hag en-deus arruet aman, e peléh en-deus adkomanset e
oberenn misioner er harter. Peb hani a lar dre lesano « ar belegig ».
Klask a ra gisti youank, a lar dohte traou diwar Jezus, a glask lared
dehe dilezel ar vicher. Gwehave e hastaou unan bennag, e koun an amzer
dremenet, med n’eo ket dañjeruz. N’en-deus ket savet ar biz bihan àr
den erbed adaleg ma archerion a Philly o-deus ean laosket moned kuit.
Kredein a ren e oa on den, e laras Eileen.
Ni eùé, d’an dereu. Goude ar hetan drouglah, on-eus ean dalhet,
goulennet, med gwenn èl an erh e oa. Arneon om bet hoah goude an
eilved hag an trived drouglah. Peb weh en-doe alibiou euz beton. Red e
vehe bet dem lared deoh. Ohpenn, penaoz eo ar jeu ?
Risklet am-eus koll ma gwerhted, med Alavarez e-neus salvet ar jeu ?
Piou en-deus kaset deoh ?
Un den anùet Ortiz, a Vrigadenn an drogou.
Ur polisour mad. Kredi ‘rafez eo tri-hweh vle, n’o ket ? E gwirione,
ean a zo tregont vle.
Lared dein e houleneh e vehe sikour dein.
Plijoud a ra dem ar souéhou, e respontas Shanahan e voushoarh.
Chom a ret ebarz an davarn ?
Ne ran ket. Er-mêz e vin, e selled, e hortoz.
Spi am-eus or hliant ne hinigo ket deoh ur breh-houarn, e laras Eileen
e sell ar plastr.
D’an tu aral ag ar sâl e arruas Annie, a yas d’an daol-kont hag a
lakas peùar dollar àrnehi.
O ! trugare, tenzor, eme ean, hegarad eo azohous.
Ean a lakas ar billedou e chakot e roched e chonj e oa an ugent dre
gand ag ar hliant devean ag Annie. Karoud a ran ar gisti onest, e
chonjas, hag en em houlennas dohtu ma n’he-doe ket ean laeret.

An ensellerez Rawles a dostas goustadig doh taol Eileen ha Shanahan.
Ho mignon melen a zo eet kuit, eme hi. Deueit eo ‘barz ar bus e korn
ar ru.
N’eo ket fall, e respontas an ensellerez Burke. Gortoz a ran hoah an
niverenn vad.

Annie a hejas he fenn, a yas da choukein d’un daol d’an tu aral ag an
daol-kont. Ne oa ket azeet diboa ur munut pa zeuas ur pikol den du
dadalti.
Sikour he-do ? e houlenas Eileen dousig.
Grit-he moned kuit, e respontas Shanahan dousigoh hoah.
Ean a savas, hag ged ur voueh krenv eroalh eid boud kleved ged peb
unan, a laras da Eileen :
En em adkavam er-mêz, n’eo ket, ma dous ?
Eileen a yas da dal Annie hag an den du.
Eur forban moign a ma horto ebarh ur wetur e korn ar ru, e laras ar
Linda faoz. Ean a venn gober ur hoari da peùar dourn : me d’ar stur,
ean e kreiz, te ha me e tastornad ar hig e-pad e ram dro ar harter.
Dedennet ous gounid pemp dollar eid deg munut labour ?
Peb gounid a zo mad, zoken unan bihan, e respontas Annie e sevel.
Deus endro buhan, eh ? e hrozmolas an den du.


Ж

Ne blijant ket din an tennou, e laras Quentin Forbes e kounnar.
Gwisket e oa hoah gand ar sê en-doa dillet eid bleina ar wertur break,
med ar beruken hir a oa àr breh ur gadoer-breheg.
An têrizion-ze ne oa ket talvouduz, e kendalhas ean. Alice, am-eus
laret dis kant gweh…
Ur furnez e oa, nameid, e trohas-hi e sevel he diskoe.
Ho kwiskamantou a oa eroalh eid….
Or gwiskamantou n’int ket an diskoulm a-beh, nann, e respontas hi ged
têrizion.
Ur plah bleo melen e oa, un tammig meur a pemp ha tregont vle, ged
daoulagad glaz hag ur beg e kalon, divronn ha diùharr parfed. Un metre
daou-ugent eid pemp ha tregont kilo laket mad. Er sirk e oa anùet
Alice ar Vihan. Dilezet he-doe ar gwiskamant clown he-doe dillet eid
an daou argad devean, hag a oa gwisket breman en eur sê gwer tañoèl.
Eid Forbes e oa d’ur likentez goue.
Te falle dis e chonje an archerion da tri bare dishaval a vugale, ne
falle ket ? e laras hi.
Me venne ne gomprenahent nitra, e respontas Forbes ged têrizion d’e
dro. Ma fall dis kaoud ma chonj, se zo pedeguir ho-peus tennet dre beb
leh, eo deuet an archerion arnehom.
Red e oa dem o achuein, e laras Alice. M’ho-pehe ket deraouet kornein…
Kornet am-eus eid lared deoh e arruent, pa m’eus o gwelet moned kuit
deuz ar sâl a-dran ar stal.
Red e oe dem o achuein, eme hi hoah.
Sachein a ras un tub liou ru eid an diweuz ag he sah, hag a yas dirag
ar miloer d’ar vagoer.
On-eus um gwisket… e laras Forbes…
Pedeguir e plij dis gwiskein ur sê, e achuas Alice en e leh. Plijoud a
ra dis boud gwisket e maouez.
Gwir eo, e anzaùas Forbes. Ar wech ketan p’en em wiskan e maouez
adaleg miziou.
Gaouiad, e laras Corky.
Hi oa un tammig brasoh evid Alice, koantoh eùé, ged ur hened flour,
kazimant èl é sav-hiol ar voull-douar. Hi eùé he-doe dilezet he
gwiskamant a glown ha dillet eur vroh du, eur grez a sei gwenn, eur
hardigan roz hag eskarpinou. Hi ‘zeblante boud eur Debbie Reynolds
vihan.

An daou zen, azeet d’an daol ged o dilladou a glowned a gonte argant
ar laeronsiou.
Dija pemp vil, e laras unan etrezo.
Ur voueh skiltruz, daoulagad kistin a-dran lunedou a skant, ean a oe
anùet Willie. Ar miz ma za e vehe e Venice, e Florida, eid aozein ar
sezon. Eid ar mare eñ a gonte an argant hag a en lake e strobadou.
Argant a dri argad e oa, pedeguir d’ar peùarved ou-doe en em gavet ged
an archerion. Sonj an argadou a zae deuz Forbes, med Corky eo en-doe
laket da gredein da Willie gober gete e lared dohton e oa ur moiand
mad gounid argant er-mêz ar sezon. Corky a oa e roeg, hag Alice a oa
ar vignonez wellan a Gorky, ar peh a rê Willie nervennuz. Alice a oa
an hani unan he-doe tihet tud, ar re aral ou-doe tennet dreist da
pennou ar gomersanted, èl m’en-doe gourhemenet Forbes.
Red e vehe dem kontein peb strobad unan goude e-gile, e laras Willie
d’an den azeet diragton.
E zaouorn a hweze ha n’helle ket dichuih. Ar polis a zahe ebarh
tuchant, sigur e oa eiton. En arbenn d’Alice. Gwech erbed en-doe
kleved deuz ur grabosenn-den kaset er prizon, pe àr ar gadoer
tredanel, ha ne venne ket boud an hani ketan.
- Daoust ha hellan boud fianzuz enoh, ma laeron vihan ? e houlennas
Forbes.
- Or sikourein eid kontein e hellez, mar karez, e kinigas an den aral
azeet
d’an daol.
Kohoh evid a gansorted, bihannoh egete hag eùé bihannoh eged ar
maouezed, anùet e oa Oliver – Oliver Twist àr an afich, gwech erbed en-
doe komprenet perag. Daoulagad glaz, ur bleo rouz, dizime dre choej,
ean a blije kalz d’ar maouezed braz. Ar maouezed uhel reizel a gare
kalz en derhel en o divreh eid en laka er gwele, an den-ze ken braùig.
Gwech erbed en em santent gourdrouzet ged e reiz bihannig hag e oent
berped soehet gelloud er lonkein betag an dibenn heb en em vougein.
Boud ur grabosenn-den a oa mad gwehave.
Pemp hoah, e laras Willie.
Eñ a boulsas ar billedou trema Oliver, hag a o hontas ged daore-gober
eur hemmour a gazino.
D’am gwel ketan, e larahen e ma tost da daou-ugent vil, e laras
Forbes.
Seblant a ra din boud kalz, e laras Alice.

Ar sao dirag ar melezour, hi a lake liou ru àr he diweuz endro, kaer
èl ur boupelinenn. Forbes en-doe groet ar liz dehi, ar blead eraog, pa
oent er Garden e New York, med he-doe respontet yen en ur lar ean a en
drohe e daou damm, pa ean a ouie mad e yê er gwele ged an hanter ag
an Olandiz Nejour.
Daouzeg, trizeg e peb stal, e tisplegas Forbes. Se zo ar pez e kontan.
Pemp ha tregont, daou-ugent dollar en oll.
Ne oa ket trizeg vil dollar e stal ar vaouez, e laras Oliver.
Ean eo en-doe skarhet ar yalh goude m’he-doe Alice lahet perhenn an
trived stal. Ne vehe ket red dehon lared ur gir, med en-doe huchet :
« Dalh-han digor, Alice ! » pedeguir he daouorn a grenne, hag ar sah a
fiche èl ma vefe ebarh eun naer hag a venne moned kuit.
Daou-ugent, e laras Forbes penneg, e weleh.
Pemp hoah, e laras Willie.
Pemzeg eo dija. Gweled e reh, e laras Forbes hoah.
Med er fin e oa ar gounid nameid daou ha tregont vil dollar.
Na ! Petra em-boe lared dis ? e laras Alice gloriuz.
Un den bennag en-deus tapet e tremen, e respontas Forbes e hober ur
sin ged ur lagad.
Pegemed a ra daou ha tregont trohet dre bemp ? e houlennas Corky.
Tri-ugent vil bennag, e laras Oliver.
Hunvreal a rez, e taolas Alice.
Hweh vil, e vennan lared, e korijas eñ.
Willie a gomanse dija tennein àr un tamm paper.
Hweh vil ha pevar, eme ean.
N’eo ket fall eid un noz labour, e tisplegas Forbes.
Red e oa dem achu an daou archour, e laras Alice e tamponein he diweuz
ged ur Hleenex.
Willie a grennas en e galon hag a sellas doh Corky, neb a selle doh he
mignonez ged estlamm àr he dremm.
Ar pez e rin breman, lemel ar vroh-ze eo, gwiska ma dillad endro ha
klask eun andernoz, e laras Forbes. Dond a rez genin, Alice ?
Hi a sellas dohton ag e benn betag e zreid èl ma welahe an den-ze eid
ar weh ketan, a saùas he diskoe, hag a respontas :
Perag ne rahen ket ?


Љ


.