Oferenn Lun Fask 2008 da deir eur e Koad Kev



BREZHONEGENILIZ (listenn skignañ)

Amañ da heul e vo kavet titouroù war ar pezh a zo e brezhoneg e buhez an
Iliz e Breizh. Oferennoù dreist-holl, a zalc'h da vezañ lidet ingal e yezh
ar Vro "evit gloar Doue ha Silvidigezh ar bed".

Traoù all a zo, hogen pep tra a zo bresk hag a zalc'h hepken diwar-bouez
dalc'husted un nebeut tud. Ra gemerimp perzh enno alies eta, ha ra vrudimp
anezho, rak kaer a zo ober, ar wask brezhonek ne ra morse anv anezho pe
dost. Dizingal e teu er-maez al listenn-skignañ-mañ, da lavarout eo : p'en
em gav ar c'heleier ganeomp... p'en em gavont ! Goulenn a reomp eta ouzh pep
hini degas keleier p'en devez tro da glevout anv eus un dra bennak aozet e
brezhoneg evit ar Gristenien. Trugarez dezho a-berzh an holl zegemerien a
venn bezañ kelaouet war ar pezh a c'heller da gaout e brezhoneg en Iliz.
Kaset eo bet ar c'helc'hlizher-mañ da nebeut-tre a dud evit c'hoazh
(nebeutoc'h eget hanter kant) : ma anavezit chomlec'h internet
brezhonegerien gristen e kavint gras o resev keleier a-drugarez deoc'h.

Gouelioù Pask laouen d'an holl !


T. Gwilhmod tgwilhmod@xxxxxxxxx

a-berzh Emglev An Tiegezhioù,

Oferennoù lidet ingal

- e Kemper, bep sul kentañ ar miz, 8e 45 e chapel an Iliz Veur

- e Landerne, bep trede sul ar mizioù ampar da 9 e 45 (iliz sant Tomaz)

- e Trelevenez, bep sadorn (da 18 eur etre an Hollsent ha Pask, betek an 8 a
viz Meurzh ar bloaz-mañ : d'an 20/3 ne vo ket a oferenn; da 19 eur adalek ar
Yaou Gambr-lid ha derc'hent an Hollsent; Beilhadeg Pask a vez lidet da 21 e
30 ar sadorn) ha bep merc'her (18e 45) e chapel Minihi Levenez ; evit
Nedeleg ha Pask e vez war-dro 21 eur en iliz ; lidoù da 18 eur da yaou
Gamlid ha Gwener ar Groaz.

- e Lannuon bep sadorn diwezhañ ar miz da 6 eur noz e chapel Sant Pêr ar
Rusked

- e kantonioù Kastell Paol ha Landivizio e vez un oferenn ur wech ar miz, tu
pe du er c'hanton.

a.. evit ar Mor-bihan eo gwelloc'h goulenn titouroù digant Santez Anna
Gwened (Eskopti Gwened)
http://catholique-vannes.cef.fr/site2/03-01-SantezAnna.html
- evit Aodoù an Arvor, sellout ouzh
http://perso.orange.fr/paroisse-guingamp/Breton2.html

a.. evit Penn ar Bed ez eus lec'hienn Minihi Levenez (Eskopti Kemper ha
Leon) http://minihi.levenez.free.fr/
Oferennoù da zont

Emberr da 21 eur 30 , Nozveilh Fask e Trelevenez

Di Lun, Lun Fask, Oferenn e Koad Kev Skrigneg evit memor ene Yann-Vari
Perrot : da deir eur goude merenn e Koad Kev.

d'ar sul 30 a viz meurzh e Kastell-Paol (Iliz Veur) : oferenn e galleg ha
brezhoneg.

Pardon Sant Gwenole hag ar vrezhonegerion yaouank : 8 a viz Mae.

Bennozh Doue dit evit an titouroù az peus kaset dimp. Ya, bresk eo an traoù!
Ar vuhez war an douar eo, petra ri?

Oferenn vrezhonek Plouha a vo lidet d'ar Sul 4 a viz mae da 10 eur 30, en
iliz pe e Kervaria, diouzh al labour a zo bremañ en iliz.Pik nik goude evit
ar re a fell dezho.

Pardonioù brezhonek

- er Folgoad : derc'hent eil sul miz Gwengolo da 18 eur.b Da 16 eur e loc'h
ur birc'hirinadenn e brezhoneg 7 km diouzh chapel Landouzen an Dreneg evit
en em gavout da 18 eur er Folgoad.

- Er Folgoad e miz Mae : "ar Pemp sul" : sulioù miz Mae ha Yaou Bask, da 10
eur.

- e Rumengol : da 18 eur derc'hent sul an Dreinded ha derc'hent ar 15 a viz
Eost ;

- Lun ar Pantekost : Pardon sant Urfol er Vourc'h Wenn

- sul kentañ miz Gouere : Pardon Landouzen an Dreneg : Pred ha c'hoarioù da
heul

- e Landouzen An Dreneg : da 11 eur da sul kentañ miz Gouere ; pred ha
c'hoarioù da heul

- e Santez-Anna-Wened : da 9 eur e kloastr ar Penniliz , Oferenn Santez Anna
patronez Breizh.

- e Lokildud Sizun : da 10e 30 prosesion 11 eur Oferenn da sul diwezhañ miz
gouere.

- e Bodiliz : 11 eur Gouel Maria Hanter-Eost.

- e Lokmaze An Dreneg : da 11 eur ar sul war-lerc'h an Hanter-Eost. Pred ha
c'hoarioù da heul (rugby strobet, dominoioù)

Pirc'hirindedoù :

gant Minihi Levenez e vez kinniget daou e-pad an hañvezh 2008

1- E Kernev-Veur, eus ar 14 d'an 21 a viz Mezheven 2008, war roudoù sent
Breizh (Gwenole, Paol a Leon, Kaourintin, Maodez, Tudi, Ke...)

2- Iwerzhon ha Bro-skos, 25 gouere-9 eost (div sizhunvezh) : dre vras, Menez
sant Padrig, al Lough Derg (purgator sant Padrig) ha war roudoù sant Koulm
betek Iona e Bro-Skos.

Abadennoù kristen e brezhoneg war ar skingomz :

=) Radio Sklaerded (eskopti Sant Brieg & Landreger) 102.1 pe 98.8: Abadenn
ar sadorn da 9 eur

=) Radio Kerne 90.2 hag Arvorig FM 91.7 (ha war ar genrouedad :
http://radio.stalig.com): Abadenn ar sul da 9 eur (Aviel ar sul, sarmon ha
kantikoù) d'ar sadorn (derc'hent) e vez skignet da 18 e ar memes abadenn

=) Radio An Aodoù (eskopti Kemper) (89 - 92.6 - 96.7- 99.6 - 105.2): Pedenn
an deiz, bemdez da 8 eur 30 nemet d'ar sadorn 7e 20 ha d'ar sul 8 eur 15.

d'al lun, da 8e abardaez ha d'ar sadorn da 6e30 abardaez : Musikoù santel
hor bro (55 mun)

Lec'hiennoù da welout a denn d'ar feiz e brezhoneg :

- sellout ouzh roll an oferennoù ingal dre zepartamant ;

a.. Ar c'helc'hlizher-mañ, "Brezhonegeniliz" a gaver aze :
http://kannadig.chez-alice.fr/brezhonegeniliz
- http://koantik.googlepages.com/brezhonegenoverenn

a.. Pedennoù pennañ ar c'hristen :
http://catholique-saint-brieuc.cef.fr/pedennou-kristen
DA SELAOU : - kantikoù nevez : http://minihi.levenez.free.fr/overenn.html

.... ha kozhoc'h : http://perso.orange.fr/per.kentel/frame_par_genre.htm

Lec'hienn Allah's kanañ Allah's kanañ war myspace

Katekizerezh:

E Landerne, daou strollad (CE ha CM) a bep eil bep pemzetez e sal ar barrez
etre 10e 30 ha kreisteiz.;

E Lannuon hag e Gwengamp ez eus ivez.

Katekiz er gêr gant Minihi levenez ez eus daou gaier. Emglev An Tiegezhioù a
c'hell sikour ivez tgwilhmod@xxxxxxxxx



Kampoù Katekiz : ur raktres a zo evit 2008 :

Kamp Katekiz miz Eost 2008

Evit ar vugale etre 8 ha 13 vloaz. Kinnig a ra an Aotrou Talbot a-berzh
Mignoned Feiz-ha-Breizh/ Breuriezh Sant Erwan ar sizhunvezh 17-23 a viz
Eost. Ezhomm en deus eus skoazell an holl evit kas ar raktres-se da benn :
Bugale da gatekizañ, tud en oad d'ober war o zro (kentelioù, evezhiañ outo,
ar gegin...). Komzomp en-dro deomp eus ar raktres-se ha deomp e darempred
gantañ : Yann Talbot Presbital kozh Brelevenez 22300 Lannuon

Pg: 02 96 48 05 51

Kemennoù prevez :

1. Klask a zo war niverenn 35 Kannadig Imbourc'h "Darn voutin Nedeleg sizhun
I ha II levrenn III".

2. Evit netra :

- embannadurioù a liderezh BARR HEOL,

- Ar Rozera embannet gant Ikonenn Mari, gant ar Misterioù Skedus ouzhpenn

- Pedenn da Itron Varia ar Veleien

a.. Levrioù "Ar vuhez kristen" Rosko war Sant Frañsez Asiz (4 levr),
santez Elizabed a Hongri, Fatima, Buhez Hor Salver Jezuz-Krist...
tgwilhmod@xxxxxxxxx


.



Relevant Pages

  • Etre ar Faou ha Landerne 28 Mae
    ... Renabl war ar brezhoneg "Etre ar Faou ha Landerne" ... Evit degas keleier pe klokaat ar renabl : ... Da 144 den pe familh eo bet kaset ...
    (soc.culture.breton)
  • BREZHONEGENILIZ (listenn skignań)
    ... Amañ da heul e vo kavet titouroù war ar pezh a zo e brezhoneg e buhez an ... ar Vro "evit gloar Doue ha Silvidigezh ar bed". ... brezhoneg evit ar Gristenien. ... kelaouet war ar pezh a c'heller da gaout e brezhoneg en Iliz. ...
    (soc.culture.breton)
  • Etre ar Faou ha Landerne 16 Ebrel 2008
    ... Renabl war ar brezhoneg "Etre ar Faou ha Landerne" ... eus tud eus ar c'horn pe c'hoazh klokaat ar ... evit ho komun deoc h-c hwi. ...
    (soc.culture.breton)
  • Brezhonegeniliz Eost 2008
    ... zo e brezhoneg e buhez an Iliz e Breizh. ... Goulenn a reomp eta ouzh pep ... brezhoneg evit ar Gristenien. ... hag ur valeadenn en endervezh. ...
    (soc.culture.breton)
  • BREZHONEGENILIZ (listenn skignań)
    ... zo e brezhoneg e buhez an Iliz e Breizh. ... lidet ingal e yezh ar Vro "evit gloar Doue ha Silvidigezh ar bed". ... brezhoneg evit ar Gristenien. ... Pardon Sant Gwenole hag ar vrezhonegerion yaouank : ...
    (soc.culture.breton)