Re: Alioù evit an DNB Istor-douaroniezh




Fentuz, am-eus registret.
Ar pez ur skoliad a hell skriv a zo heb harzou. D'ar brevet, eur wech,
eur houlenn a oa: "Quel fleuve relie les Pyrénées à l'Océan
Atlantique ?"

Eur chans braz e oa ar houenn-se evid eur skoliad deuz Ramonville, e
kichenn Toulouza. Neoah, didan ma daoulagad e kwelis eur hrennard hag
a skrive "La Loire" !

Er peùarzegved klas ur wech am-eus goulennet é-pad ur hontrol skrivet
anù ur filozof gall ag ar trihuehved kantvled. (Disket e oa bet
Montesquieu, Voltaire ha Rousseau) Ur skolad a respond "Shakespeare".
Da heul ean e brostestas pédeguir e chonjé boud gounidet d'an nebeutan
hanter-poent.

Red é voé dein displegein penaoz e oa Shakespeare ur Saoz, skrivagnour
hoariva, ag ar seitegved kanvlead. Neusen respont er skolad e oa tri
weh faoz.

.