tasmant



Salud d'an holl re m'eus bet tro eskemm ganto ur pennad mat ' zo bremañ. D'ar mare m'oa paouezet dont amañ evit lenn ha skrivañ ( bitrakoù) e veze aloubet an dachenn gant izili deus an adsav bern ha bern gant jacobined digor o spered 'vel just ! Peadra da vreinañ scb 'ta ha da skarzhañ kuit da vat scbrien habask.
Hent all degemerit ar gwellañ soñjoù a-berzh Yann-Wilherm jaffredoù. Kaset en deus e gevreadenn internet da sutal... An dra-se zo kaoz ne vez ket lennet amañ ken (siwazh !).
Setu, ur bloavezh mat d'an holl 'ta, ra vezo war scb frouezhus an eskemmoù, dreist pep tra dibaot ar jacobined ha stank ar re all evit frigasañ mennozhioù o fenn drelatet...
Frank
.